Stal kartennoù post Cancer Colère d’an 10 a viz Gwengolo
A-raok emvod kumuniezhel an 10 a viz Gwengolo 2026 e oa en em vodet ur pemzek den bennak, izili ha mignoned ar gevredigezh Kazel-ha-Kazel evit skrivañ kartennoù-post da voterien veur Bro Douarnenez. Ar pal a oa sachañ o evezh a-raok an dilennadegoù Senedourien, ha goulenn groñs diganto chom hep kas d’ar Sened tud hag a votfe a-du gant lezennoù a gemer perzh e kontamadur ledan ar boblañs. Evit degas soñj, an daou senedour lec’hel (Michel Canevet ha Philippe Paul) hag ar gannadez lec’hel (Liliana Tanguy) o deus votet a-du gant al Lezenn Duplomb 2, he deus aotreet en-dro pestisidoù bet berzet. Kenurzhiet ar c’hampagn kartennoù-post-se gant ar strollad Cancer Colère.