Hor garta

Degemeret d’ar 7 a viz Gouere 2023

Stadad

  • Ur roll kreiz eo hini al labour-douar e-keñver emdroadur an hin. Eus un tu eo al labour-douar penn-kaoz ul lodenn eus ar gaz efed ti-gwer laosket da vont en aer, ha d’un tu all e c’houzañv efedoù ar cheñchamantoù hin (sec’hor, koulzoù amzer eilpennet...). Gallout a rafe ivez, ma’h afe war-zu ar pleustroù agroekologel da vat, bezañ un doare efedus da wellaat an traoù.
  • Gant al labour-douar greantel e vez gwastet an douaroù hag an ekoreizhiadoù. Mont a ra an douar war baouraat, mont a ra al laboused war rouesaat, saotret eo an dour, an aer hag an douar en un doare padus.
  • Mont a ra ar beizanted.ez.ed diwar-wel a-viliadoù. Etre 2010 ha 2020 e oa bet digresket poblañs al labour-douar e Bro Douarnenez eus 37 % ha tremenet eus 397 da 252 den. E-leizh a dud a yelo war o leve e-korf an 10 vloaz da zont. Met war ar memes tro o dez diaestaerioù bras ar re o deus c’hoant d’en em staliañ evel peizant.ez.ed : diaes eo kavout douaroù ha savadurioù labour, tapet e vez an douaroù gant an tiez-feurm a zo deuzoute c’hoazh...
  • Ur bern peizanted.ez.ed o deus poan peurgetket gant troellenn ar produktivism hag o c’henstagadur gant an ijinerezh-boued. Mont a reont da hesk o labourat ha ne c’hounezont ket kalz daoust d’o fostadur personel.
  • Krog zo strollegezhioù tiriadel da blediñ gant al labour-douar hag ar boueta. Fellout a ra dezho, dre ar PAT (Raktresoù boueta tiriad, bet krouet e 2014 gant Lezenn dazont al labour-douar), adlec’hiañ al labour-douar ha ar boueta, skoazell staliañ peizant.ez.ed nevez, ha broudañ an treuzkemm agroekologel. Votet e oa bet ur steuñv ober PAT gant Douarnenez Kumuniezh e miz Genver 2023. Daou bal zo bet lakaet d’ar PAT-se evit 2050 : 66% eus ar boued bevezet en tiriad o vezañ produet er c’horn-bro, 66% eus parkeier Bro Douarnenez gounezet oc’h heuliañ teknikoù agroekologel.
  • Keodedourien zo ivez a fell dezho bezañ oberiant war ar goulennoù-se. C’hoant o deus kemer perzh e treuzfeurmiñ al labour-douar hag ar boueta.

Hon talvoudegezhioù

"AN DOUAR ZO ANEZHAÑ ENKORFADUR AL LIAMM A UNVAN AC’HANOMP"
Ur strollad keodedourien omp, douget gant an talvoudegezhioù da heul :
Rannañ - madoù boutin - kenober
Dilontegezh - doujañs ouzh an endro
Emrenerezh bouedel - lec’hel

Stag omp ouzh al labour-douar peizant

EMBANN A REOMP UHEL EO POSUPL HA RET KAOUT UL LABOUR-DOUAR PEIZANT.
Ar seurt labour-douar-se a ro tro d’un niver bras a beizant.ez.ed dasparzhet e pep korn ar vro da vevañ brav diwar o micher, o produiñ boued yac’h hag a galite, prizioù reizh dezho, en ur feurm dereat he ment, hep lakaat en arvar an danvezioù naturel vo ezhomm anezho en dazont. Broudañ a ra maezioù bev, birvilh enno a-drugarez d’ar beizant.ez.ed ha d’ar geodedourien, gwarezet ha brav da vevañ enno. 10 pennaenn vras a ya d’ober diazez politikel al labour-douar peizant :

  • Rannañ ar produiñ hag ar moaienoù produiñ evit ma c’hellfe un niver bras a dud labourat evel peizanted ha gounit o zamm bara diwar-se.
  • Broudañ ar souverenelezh bouedel amañ hag e broioù pell.
  • Doujañ ouzh an natur hag ouzh an hin.
  • Talvoudekaat an danvezioù puilh hag espernañ an danvezioù ral.
  • Klask eskemmoù diguzh, treuzwelus, evit ar produiñ, ar gwerzhañ / prenañ, an treuzfurmiñ produioù labour-douar.
  • Pourveziñ produioù yac’h, blazet mat, evit an holl.
  • Klask ur mont en-dro emren en tiez-feurm.
  • Skoulmañ liammoù gant aktourien all oberiant war ar maez.
  • Derc’hel gant liesseurted ar spesadoù loened savet hag ar spesadoù plant gounezet.
  • Prederiañ bepred en un doare hollek hag a hir dermen.

Tennet eo ar pennaennoù-se eus karta al labour-douar peizant bet peurlipet gant ar FADEAR (rouedad al labour-douar peizant) e 1998. Un hent evit mont war-raok eo al labour-douar peizant. Talvoudus eo evit ar beizant.ez.ed kenkoulz hag evit ar bolitikourien hag ar vevezerien.

Hon palioù

GWAREZIÑ AN DOUAROÙ EN O ROLL MAGAÑ HA POURVEZIÑ POSTOÙ LABOUR E MAEZIOÙ BEV, HA SOUTEN DIORREN AR PLEUSTROÙ AGROEKOLOGEL

  • Gwareziñ roll magañ an douaroù ha lakaat anezho e servij ar madoù boutin , evel an dour.
  • Diorren ha broudañ ur c’henlabour lec’hel etre ar beizant.ez.ed, ar geodedourien hag aktourien all an tiriad.
  • Broudañ un doare beveziñ dilontek, lec’hel, kengret, hag ur boued a galite evit an holl.
  • Fiziañ an douaroù e peizant.ez.ed a-du gant pennaennoù al labour-douar peizant.
  • Difenn kondisionoù labour degemerabl hag ampletus evit al labourerien-douar.
  • Souten emrenerezh bouedel an tiriad.
  • Reiñ tro d’ar sitoaian.ez.ed da bleustriñ o c’hiriegezh war ar mod ma vez aozet al labour-douar hag ar pourveziñ boued en o ziriad.

Hor raktres

UL LAÑS STROLL E BRO DOUARNENEZ EVIT OBER MADOÙ BOUTIN EUS AN DOUAROÙ
Daou roll hon eus :

  • Prenañ douaroù a-stroll ha feurmiñ anezho da beizant.ez.ed hag a c’hounezo anezho oc’h heuliañ pennaennoù al labour-douar peizant. Da gentañ-penn e vo skoazellet ar staliañ peizant.ez.ed nevez hag ar raktresoù produiñ boued gwerzhet en un doare lec’hel.
  • Kizidikaat ha bodañ ar muiañ ar gwellañ a geodedourien, a zilennidi, a obererien sokial hag armerzhel evit ma vo meret a-stroll an douaroù prenet hag evit ma teufent aktourien an treuzkemm agroekologel ha bouedel.

Emañ hon raktres o klask mad an holl.

Hon binvioù

Daou venveg hon eus evit kas hor raktres da benn vat :

  • Ur font evit desachañ espern ar geodedourien. Un espern poblek hag etik eo, neket he fal degas gounidoù arc’hant. Kemer perzh en aozañ ul labour-douar peizant ha padus e Bro Douarnenez, ne lâran ket. Ne c’hell ket an douaroù prenet gant ar font bezañ gwerzhet en-dro.
  • Ur gevredigezh a zo he fal kizidikaat ha bodañ an dud evit souten al labour-douar peizant ha peizant.ez.ed hor c’horn-bro, hag evit broudañ an treuzkemm agroekologel ha bouedel.