Ar font
Ar font labour-douar keodedel Kazel-ha-Kazel zo anezhañ ur SCIC-SAS (Société Coopérative d’Intérêt Collectif sous forme de société par actions simplifiée). E miz Genver 2025 e oa bet krouet. E bal : dastum espern sitoaian evit prenañ douaroù e Bro Douarnenez ha tro-dro ha fiziañ anezho e peizanted a labour an douar o toujañ ouzh an douar, ouzh an dour hag ouzh ar bevliesseurted. Ganet eo ar font-se diwar youl ar gevredigezh Kazel-ha-Kazel bet krouet e miz Gouere 2023.
Palioù ar font
Kazel-ha-Kazel a fell dezhañ reiñ lañs d’un emsav stroll e Bro Douarnenez evit ober eus an douaroù madoù boutin.
Pal ar font Kazel-ha-Kazel zo prenañ douaroù, ha savadurioù ma zo ezhomm, ha feurmiñ anezho da beizant.ez.ed a heuilh pennaennoù al labour douar peizant e-giz m’eo bet termenet gant ar FADEAR ; merañ madoù ar font ; ha pelloc’h, kas obererezhioù liesseurt a sell ouzh al labour-douar hag ar boueta, o klask mad an holl bepred.
Dre ar prenañ douaroù e klask ar font Kazel-ha-Kazel kaout un efed sokial, sevenadurel hag endroel evit diorren ar c’hengred e Bro Douarnenez etre ar beizanted hag ar sitoaianed.
Ar gouarnerezh
Choazet eo bet ar stumm SCIC evit gallout bodañ aktourien liesseurt e-barzh ar memes framm. 5 rummad zo bet termenet gant statudoù ar SCIC-SAS Kazel-ha-Kazel. Pep kevelour.ez zo stag ouzh unan hepken eus ar rummadoù-se. Evel-henn e vez dasparzhet gwirioù mouezhiañ pep rummad da-geñver an emvodoù meur :
- Ar c’hopridi ha/pe produerien madoù ha servijoù a gas obererezh ar gevelouri da benn : 20 %
- Ar beizant.ez.ed a denn gounid eus produioù pe servijoù ar gevelouri : 25 %
- A geodedourien ha kevelourien : hiniennoù hag ensavadurioù a souten obererezh ar gevelouri : 25 %
- An ensavadurioù o deus palioù heñvel ouzh ar re eztaolet en hor c’harta : diorren al labour-douar peizant, gwareziñ ar bevliesseurted, broudañ an demokratelezh e-fed boueta : 20 %
- Ar strollegezhioù foran, ar strolladoù strollegezhioù foran hag an ensavadurioù foran tiriadeL : 10 %
Da-geñver an emvodoù meur e kemer ar gevelourien perzh e divizoù ar SCIC. Ur vouezh en deus pep kevelour.ez pa vez kaoz eus votiñ, forzh peseurt kementad a lodennoù en defe prenet.
Da geñver an emvodoù meur e vez dilennet izili ar bodad merañ. Pep rummad a rank kas un dileuriad.ez d’ar bodad merañ, ar pezh a zegas selloù liesseurt en doare merañ ar font. Karget eo ar bodad merañ da verañ ha da gontroliñ ar SCIC war ar pemdez.
Raktres war ar stern
Tri feizant yaouank o deus goulennet gant Kazel-ha-Kazel prenañ douaroù er Yeuc’h evito. O raktres : ur feurm liesgounidoù ha sevel saout, stumm ur GAEC dezhañ, war 70 hektar (30 hektar e Gourlizon gant savadurioù ha 40 hektar er Yeuc’h), labour-douar bio (treukkemm e-pad daou vloaz).
Gouzout hiroc’h war ho raktres
Penaos kemer perzh ?
O prenañ lodennoù kevredad. Prenañ lodennoù a dalv soutenn raktres ar c’hooperativ ha reiñ moaienoù dezhañ da brenañ douaroù.
Gouzout hiroc’h : https://www.kazel-ha-kazel.org/hon-skoazellan