Ar gevredigezh
Da heul al lañs roet gant Raktres boueta tiriad Bro Douarnenez e oa bet krouet ar gevredigezh Kazel-ha-Kazel gant ur strollad sitoaian.ez.ed e miz Gouere 2023. 18 miz goude e oa bet krouet ar font labour-douar keodedel Kazel-ha-Kazel. Liammet strizh eo an daou framm-se, heuliañ a reont ar memes palioù ha labourat a reont kazel-ha-kazel.
Palioù Kazel-ha-Kazel
Kazel-ha-Kazel a fell dezhi kemer perzh e gwareziñ an douaroù en o roll magañ ha pourveziñ postoù labour niverus war ar maez, ha souten diorren ar pleustroù agroekologel.
Setu ar palioù bet lakaet dezhi :
- Gwareziñ roll magañ an douaroù ha lakaat anezho e servij ar madoù boutin, evel an dour.
- Diorren ha broudañ ur c’henlabour lec’hel etre ar beizant.ez.ed, ar geodedourien hag aktourien all an tiriad.
- Broudañ un doare beveziñ dilontek, lec’hel, kengret, hag ur boued a galite evit an holl.
- Fiziañ an douaroù e peizant.ez.ed a-du gant pennaennoù al labour-douar peizant.
- Difenn kondisionoù labour degemerabl hag ampletus evit al labourerien-douar.
- Souten emrenerezh bouedel an tiriad.
- Reiñ tro d’ar sitoaian.ez.ed da bleustriñ o c’hiriegezh war ar mod ma vez aozet al labour-douar hag ar pourveziñ boued en o ziriad.
Embann a reomp uhel pegen talvoudus ha prizius eo pennaennoù al labour-douar peizant, evel ma oant bet termenet e 1998 gant karta ar FADEAR : peizant.ez.ed niverus dasparzhet e pep korn ar vro, tiez-feurm dereat o ment, produioù yac’h hag a galite, prizioù reizh dezho, ar souverenelezh bouedel amañ hag e broioù pell, an doujañs ouzh ar boudoù bev hag ouzh an hin…
Palioù ar gevredigezh
Ar gevredigezh a zo he fal brudañ ha broudañ ar boueta lec’hel, al labour-douar peizant, ar pleustroù agroekologel, skoazellañ an intrudu sitoian evit an douaroù, souten ar beizant.ez.ed, hag aozañ abadennoù a bep seurt tro-dro an temoù-se.
Ar gouarnerezh
Bep miz pe bep daou viz en em vod ar gevredigezh Kazel-ha-Kazel e bodadegoù kumuniezhel. Digor d’an holl eo ar bodadegoù-se : izili, mignoned, peizanted, aozadurioù a bled gant al labour-douar hag ar boueta... Kemeret e vez an divizoù dre genemglev : ne vez mouezhiet nemet pa n’eus ket tu d’ober mod all. Ur burev kumuniezhel zo karget da seveniñ ha da heuliañ oberoù ha divizoù ar bodadegoù kumuniezhel.
Ar gevredigezh a zilenn un dileuriad.ez a zo perzh e bodad merañ ar font Kazel-ha-Kazel (strollad ar broduerien servijoù).