Hon skoazellañ
Meur a vod d’hon skoazellañ ha da gemer perzh a c’hellomp kinnig deoc’h, pe vefe dre ar gevrediezh pe vefe dre ar font.
Kemer perzh er font o prenañ lodennoù
- Skrivit deomp (kazel-ha-kazel@gozmail.bzh) hag e kasimp deoc’h ar furmskrid prenañ
Prenañ lodennoù kevredad er font Kazel-ha-Kazel a dalv soutenn raktres ar c’hooperativ ha reiñ moaienoù dezhañ da brenañ douaroù. Un emouestl eo.
Teulioù perc’henniezh eo al lodennoù. Gallout a rit prenañ unan pe meur a hini. 100€ e koust ul lodenn. N’eo ket stag ar prenañ pe an adwerzhañ lodennoù ouzh lezennoù ar marc’had. Ma c’hoarvez gant unan gwerzhañ e lodennoù ne vo ket gounezet gantañ pe ganti arc’hant ouzhpenn. Ne adkavo ken ’met an arc’hant rik en deus roet evit prenañ al lodennoù-se (100€ dre lodenn). Dav eo gouzout e vez stanket an adwerzhañ lodennoù e-pad un nebeud bloavezhioù, kuit da zistabilaat ar raktres.
Teul titouroù hollek war ar prenañ lodennoù.
Gouzout hiroc’h war raktres GAEC Kerveilh.
Kemer perzh e buhez ar gevredigezh
- Emezellañ ouzh ar gevredigezh , adalek 10€ (follenn emezellañ da bellgargañ aze).
- Kemer perzh en hon obererezhioù : kasit ho kontakt deomp (kazel-ha-kazel@gozmail.bzh) ha pedet e veoc’h d’hon emvodoù.
- Ober ur roadenn d’ar gevredigezh (chekenn war anv Kazel-ha-Kazel da gas da Kazel-ha-Kazel - 52 straed Yann d’Argent - 29100 Douarnenez).
- Lakaat hoc’h anv er rouedad skoazell d’ar beizant.ez.ed evit kemer perzh e chanteroù a-stroll (difraostañ, kempenn parkoù da heul ar gorventenn, plantañ, sevel kleuzioù...). Kasit ho kontakt deomp (kazel-ha-kazel@gozmail.bzh) ha kelaouet e veoc’h diwar-benn goulennoù sikour ar beizant.ez.ed.
MONT E DAREMPRED GANEOMP
- Dre bostel : kazel-ha-kazel@gozmail.bzh
- Dre lizher : Kazel-ha-Kazel - 52 straed Yan Dargent - 29100 Douarnenez
- Dre bellgomz : 02 98 74 02 66 (responterez)