Ganet eo ar SCIC SAS Kazel-ha-Kazel !
Goude ur prantad goriñ 30 miz, dirak 24 keodedour.ez ha peizant.ez, eo ganet ar font keodedel evit al labour-douar Kazel-ha-Kazel, d’ar Yaou 9 a viz Genver 2025 e Douarnenez, er sal Charles Tillon. Goude ur reizhadenn ziwezhañ bet graet d’ar statudoù eo bet kadarnaet krouidigezh ar SCIC gant bodadeg kumuniezhel ar gevredigezh Kazel-ha-Kazel. Da-heul ez eus bet un emvod meur diazezañ ma’z eo bet dilennet ur c’huzul 10 den ennañ. Anne Bernard eo prezidantez gentañ ar SCIC SAS Kazel-ha-Kazel. Labourat a reomp bremañ war ur raktres prenañ douaroù e Bro Douarnenez ha lakaat e plas hor galv koumanantiñ kentañ. Kas a raimp keleier e-kerzh ar sizhunioù da zont.