Film ha kaozeadenn Bergère sans terre d’ar Yaou 5 a viz Du er Yeuc’h

Ar Yaou 5 a viz Du ● 8e noz
Ar Yeuc’h | sal liesimplij
TEULFILM Artzain soil / Bergère sans terre (galleg hag euskareg istitlet) ha kaozeadenn da heul
Mont barzh 5€
Graet eo he soñj ganti, er goañv a zeu ne vo ket mui Maina mesaerez hep tamm douar ebet. Fellout a ra dezhi en em staliañ, mennet da wriziennañ en douar m’eo ganet ennañ. Ha koulskoude e vo diaesoc’h ar staliadur eget m’he doa soñjet.
Goude ar skignadenn e vo ur prantad eskemm gant unan eus ar sevenourezed, izili Kazel-ha-Kazel (font keodedel evit al labour-douar e Douarnenez) ha ti-feurm Kerveilh.
Kenaozadur Kazel-ha-Kazel hag Emglev Bro Douarnenez da-geñver ar festival Dispar Amzer.
Tavarnig war al lec’h.
Trailer : https://youtu.be/1js_92Bkq2w